Obrazy na stronie
PDF
ePub

A LENNO AL

LEVR-MA

Goude glac'har an dervez deac'h hag e creiz tristidigez an dervez hirio, hor beuz guelet ar bobl kristen o nijal varzu ar plasou muia brudet m'en em ziscuez ennho galloud ar Verc'hez hag ar Zent. P'o deuz guelet ar feiz o tihuna, mevelien an droucspered o deuz savet huel ho banniel evit rei da anaout an dachen ma tlient brezelecaat. Ah! deuet eo an amzer ma n'eo ket aoualc'h beza eun den a feiz, red mad eu hoas gouren eneb ar c'hentelliou fall ha direiz & shigner e peb leac'h. Ar rebech a c'heller ober da Vreiz-Izel, eo ne deuz ket a hardizegez aoualc'h evit en em zifen a eneb ar c'hentelliou fall-se; alies e deuz roet scouarn d'ezho. Peb Breizad a dle beza hirio eur zoudard var an dachen: ne dle morse lezel da dremen abiou ar c'hentelliou fall ep sevel he vouez evit dizolei trubarderez mevelien an drouc-spered. Dirac fallaennou, sioas ! re stanc c'hoas hirio euz darn euz he bugale, BreizIzel a zo bet guelet ive oc'h en em voda endro d'he fatronez, evit goulen da genderc'hel da nerz he c'hreden, he gloar hag he enor. Oll n'hon euz nag an amzer, nag an arc'hant red evit mont betec ar

PREFAC

7

plasou-se consacret da santes Anna, Eun dra da viana a c'hellomp oll da ober, ober epad miz gouere miz santes Anna; netra guelloc'h evit tenna varnomp bennoz Patronez Breiz-Izel. P'o deuz Jesus, Mari ha Joseph, peb hini eur mizevit ho enori, ne reomp nemet paea eun dle a anaoudegez vad d'ar Vam goz hor Patronez evit implija en he c'herc'hen miz gouere m'en em gav he gouel.

Goude beza pennaouet e parkeier an tadou santel euz an Iliz, ha disillet an nebeut greun am euz dastumet ennho, em euz ho hadet el levric-ma, frouezen euz va c'haarantez evit santes Anna. Ra vezo mad an eost, ha ma tivoano ar greun puill ha reud e calonou servicherien santes Anna.

Crouadur leun a soujans evit Iliz Roum, tenna a ran diaraoc euz al levrma kement en em gaffe ennhan countrol d'he feiz ha d'he c'hreden.

Leun a soujans evit lizerou ar Pab Urban VIII, discleria a ran ne roan d'ar burzudoù ha d'ar miraclou scrivet aman nemet ar c'halloud a anavez d’ezho ar re a zo e pen an escopti. D'an Iliz ebken eo rei d'eomp da anaout e pe leac'h e paouez burzudou an douar, hag e coumans miraclou an Aotrou Doue,

BUEZ

SANTES ANNA

KENTA PENNAD

TAD HA MAM SANTES ANNA

Araoc ober meuleudi eun den brudet, ar Scritur-Zacr a veul da genta ar re o deuz hen lakeat er bed. Ne c'hellomp ket ober guell eget heuill ar scuer roet d'eomp el levriou scrivet dindan cuzul ar Speret-Santel: rac-se e lavarimp eur geric benac divar benn tad ha mam santes Anna.

Aman e kemerimp evit hon hencha tadou santel an Ilis ha dreist holl ar Bollandistet.

Stollanus, hanvet ive Sajite hervez tadou santel an Ilis, en doa an eur vad da veza tad da vam ar Verc'hez Vari. Diskenn a rea euz lignez ar roue David, hag en abec da gement-se oa bet savet

e doujans Doue. Iaouankic oa c'hoas pa zimezas da Emerentiana, a ziskenne ive euz lignez ar roue David. Pinvidic meurbet dre noblans he lignez, Emerentiana a oa pinvidicoc'h c'hoas dre vertuziou he ene.

Emerentiana a deuas er bed e Zephor, keric vian var dro diou leo dioc'h Nazareth. Ez iaouankic e tiscuezas pegement e carie ar vertus: oll sonjezonou he spered hag mouez he c'halon he c'hasse varzu Doue. He brassa plijadur oa pedi, hag he furnez hag he c'harantez tener evit Doue o doa he rentet din da velet diaraoc gloar dispar he lignez. Evel m'e doa great veu da jom bepret guerc'hez, ec'h en em blije cals en eul leac'h distro, hag alies e teue da goms gant diskibien ar bropheted bras Elí hag Elisee, a veve neuze var menez Carmel.

Alies e c'houlenne digantho ho santimant divar boez incarnasion Mab Doue; hag eun dervez e c'houlennas startoc'h eget biscoas ar rezoniou o devoa lakeat Doue da jom ker pell hep rei d'eomp ar Zalver promettet d'ar batriarchet ha d'ar brophetet. Ar venec'h santel, egis ma o devije recevet eur sonj euz an env, a respontas :

Abenn eun nebeut aman c'houi hen desco d'eomp oc'h-unan.

Emerentiana ne entente netra er c'homzou-se, ha var gement-se e pedas ar c'hossa anezho d'he sclerijenna :

- Va zad, emezhi, pell zo em euz c'hoant da veza sclerijennet var gals traou a ra d'inn poan spered. Setu pevar mil bloas en deus Doue promettet digass eur Zalver, a die genel euz eur Verchez bepret dibec'h. P'en deuz kement daleet evit hen digass d'eomp, em euz aoun na rancfemp gortoz c'hoas pell amzer. Peleac'h caout eur c'hreg din da lacaat er bed eur verc'h vertuzus aoualc'h, evit beza mam da Vab Doue ?... O mister bras ha souezus! N'em eus douetans ebet var galloud an Aotrou Doue : rac breman e c'hell ober ar pez n'en deuz ket great e mil bloas; mes credi a ran stard, ma zastumfor en c'hreg an oll zantelez a zo var an douar, ar c'hreg-se c'hoas ne c'helfe ket beza comparachet d'an hini edo an enor da veza mam ar Messias.

en eur

An den santel-ma a zelaouas Emerentiana gant cals plijadur; estonet bras ec'h en em gave o velet eur spered kel lem, hag o clevet comzou ken fur; hag

« PoprzedniaDalej »